Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 28.06.2019

2 vunud

Reuz ra ar feurm-uzin e Kommanna

Gant : Fulup Plouzane

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

400 buoc'h 'vit bouetañ un uzin da vetanizañ ha produiñ gaz! 'Ba Kommanna, 'ba Menez Are, 'zo ur peizant 'zo en soñj lakaat e dropellad saout da vont eus 150 buoc'h da 400! Evit lod eo ur raktres greantel brav 'benn mont maez ar sistem da broduiñ energiezh gant dour mein! 'Vit lod all 'vo efedoù spontus war an en-dro. Se 'zo kaoz 'zo ur stroll kevredigezhioù a c'halv an nep a gar mont da Gommanna da vanifestiñ 'benn disul a-enep d'ar raktres feurm-uzin mañ: Bevañ e Menez Are, SeauS, Dour ha sterioù Breizh, APPMA an Elorn pe c'hoazh Force 5! Met ouzhpenn kevredigezhioù a 'zo 'bar jeu: dilennidi kêr Gommanna 'neus votet a-enep ar raktres 'vel 'pezh a lar Fulup Plouzane 'zo eil maer Kommanna hag ezel eus Bevañ e Menez Are. Gant Erwan Blanchard.