Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 28.06.2019

77 munut

Abadenn Ekstra ar Gwener 28 a viz Even

Gant : Elen Mestr, Serj Falezan, Gwenole Olivier, Yannig Souffez, Jeanne Chevrel, Jose Le Kalloch

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Abadenn zewezhañ ar sezon eo, adkavit Tomaz hag Enora evit ur mitiniad joaius a-raok ar vakañsoù!

Penaos 'ta gober ur c'hoktail a-zoare? Klaskit get ur sex on the beach, e-dan alioù Gwenolé Olivier (braserezh d'Istribilh). Da selaou e penn kentañ an abadenn, ur gronikenn kinniget get Ifig Kalvez ag Arvorig FM.

Ar priourez Elen Mestr a gomz ag e vicher burzhudus, doc'h mikro Tomaz Laken selaouit tro dro da 40'

Un alc'hwezig USB a c'hell liammañ ac'hanoc'h get ho familh hag ar jenerasionoù arall muioc'h evit ar pezh a soñjit! Selaouit doc'h displegadennoù Serj Falezan, da 20'

Brezhoneg an Aven ha Belon a zo brav abominabl! Get Yannick Souffez e vo desket penaos vez graet an diferañs du-hont etre daou stumm deus an amzer-baseet. Peseurtmod 'vez lâret 'zo ur gronikenn kaset get benjamin Bouard (Radio Kerne) da 1e05

An abadenn Kreiz Mitin deus un animatourez nevez! Jeanne Chevrel he anv, muioc'h da c'houzout get brezhoneg groay tro 1e10

Tonioù:
- Djelimady Tounkara, Ayebo
- Celia Cruz, la vida es un carnaval
- Altin Gün, Cemalim
- Tame Impala, Disciples
- Fela Kuti, ako
- Rone, Brest