Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 28.06.2019

10 munut

Ha te, komz a rez brezhoneg ?

Poltred gant Ouest-francePoltred gant Ouest-france

Gant : Serj Falezan

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Serj Falezan, animatour 'vit kêr Lannuon, nevez aet en retred. Kinniget 'n eus d'ar gevredigezh divyezh ur raktres brav da sikour an dud da gas ar yezh e-barzh ar familhoù, etre ar rummajoù. Un ostilh 'vit an dud, an dud-kozh, da vont e darempred gant o bugale pe o bugale-vihan. E-barzh un alc'hwez USB 'vo kavet tout an traoù. 36 kapsulenn zo bet enrollet, ar pezh a glot gant ar 36 sizhunvezh ac'h a d'ober ar bloavezh-skol. Pep enrolladenn a bad ur pemp munud bennaket hag e fin pep kapsulenn 'vez kavet ur ganaouenn, ur rimodell, pe ur varzhoneg. Selaouomp Serj a lâr demp peseurt mod oa deut ar raktres-se war e spered...