Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 04.09.2019

2 vunud

Strolladoù e bep lec'h vez o souten Vincenzo Vecchi e Breizh

Gant : Fabris Kadou

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

D'an 8 a viz Eost tremenet 'oa harzhet Vincenzo Vecchi e Breizh Uvel, gant archerien Bro-C'hall. Aet voe kuit ar stourmer eus an tu kleiz pellañ eus Bro Italia un nebeut bloavezhioù 'zo c'hoazh, kuit mont d'an toull-bac'h en-dro. ha kavet repu 'ba Breizh e 2011. Rebechet vez dezhañ gant justis Italia bout distrujet dafar straed da geñver ur vanifestadeg a-enep ar G8 'ba Jenova e 2001 ha da geñver ur vanifestadeg all a-enep faskourien e Milano e 2008. Kaset voe bet d'an toull 'vit unan eus an div vanifestadeg dija met pas evit an eil. Koulskoude 'zo embannet daou urzh herzhel europad a-enep Vincenzo Vecchi.

Deus mikro Erwan Blanchard emañ Fabris Kadou 'zo penn ar c'homite lec'hel 'ba Montroulez evit souten Vincenzo Vecchi. Enrollet 'oa digwener dremenet da geñver ur vanifestadeg dirak ti-kêr Montroulez.
Evit poent eo bac'het ar stourmer 'ba kêr wGwezin chouk Roazhon. Bremañ 'neus justis Italia betek an 10 a viz Here 'vit kas an holl baperioù dleet da justis Frañs 'vit kas Vincenzo Vecchi da Italia en-dro. Met kenderc'hel 'ra ar stourm 'vit souten anezhañ. Kalzig a gomiteoù 'zo bet savet 'ba Frañs, komiteoù 'zo liammet gant strolladoù 'ba Italia.