Abadenn Deomp dezhi ! Abadenn ar vugale - Pennad skignet d'ar 11.09.2019
31 munutPennad-komz kaset da benn gant : Benjamin Bouard
Dalc'homp bremañ gant eil lodenn avañturioù ar Jangada : un abadenn savet diwar levr Jules Verne, La Jangada.
Manoel Valdez ha Minha Garal a zo 'vont da zimeziñ an eil d'egile e Belem, e Brazil. Met dav eo dezho navigal war-c'horre ar stêr Amazon evit mont di ha neuze treuziñ ar c'hoad bras. Joam Garal, tad Minha, a zo graet e soñj gantañ da sevel ur vag vras evit ober ar veaj-mañ : ur jangada. Met dañjerus eo ar stêr Amazon ! Hag a-wechoù en em gaver gant tud iskis ivez ... e-giz an aotroù Torres !