Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 18.09.2019

16 munut

Ar SPACE 2019 #1 : Charlotte Kerglonou, deus ar Goñfederasion Paizantel

Gant : Charlotte Kerglonou

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Bep bloaz e penn kentañ miz Gwengolo e vez dalc'het ar SPACE, saloñs etrevroadel ar sevel chatal. E Park Diskouezadegoù Sant-Jakez-al-Lann emañ an emgav bloazhiek ramzel-se gouestlet da vicherioù al labourerezh-douar. 1 500 stal a voe deuet da ginnig o selvijoù pe o froduioù d'ar saverien loened.
Sañset voe bet savet koulzad 2019 ar SPACE war sujed cheñchamant an hin. Kaoz zo bet kalz deus an teknikoù metanizañ.

Ar mod da welet ar produiñ boued n'eo ket cheñchet en e-unan koulskoude, evel ma vo laret deomp gant Charlotte Kerglonou, produourezh laezh en Il-ha-Gwilen. Ar vaouez he deus tremenet pevar devezh ar SPACE war al lec'h, evit kont ar Goñfederasion Paizantel. En em gavet voe Tunvezh Gwlagen-Grandjean ganti war daol ar sindikad, evit goût da betra selvij ar SPACE...

Ha set'amañ ur sell all war al labourerezh-douar gant Gwilhom Roue, prezidant Evel'up