Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 18.09.2019

6 munut

Ar SPACE 2019 #2 : Gwilhom Roue, prezidant Evel'up

Gant : Guillaume Roue

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Bep bloaz e penn kentan miz Gwengolo e vez dalc'het ar SPACE e Roazhon, saloñs etrevroadel ar sevel chatal. E park diskouezadegoù Sant-Jakez-al-Lann emañ an emgav ramzel-se goustlet da vicherioù al labourerezh-douar. 1 500 stal a voe deuet da ginnig o selvijoù pe o froduioù d'ar saverien loened.

Goude sell ar Goñfederasion Paizantel war ar saloñs hag ar produin boued, setu unan disheñvel mat deus an hini kentañ. Gwilhom Roue, bet saver moc'h e bro Leon, a zo bremañ prezidant ar gooperativ vraz Evel'up, ma gaver ur 1 000 saver moc'h bennkaet enni.