Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 18.10.2019

2 vunud

Start eo da Jo ha Josée ober war dro o mab bihan 'zo aotist

Gant : Jo Kermoal

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Abaoe penn kentañ miz Even emañ Rafael, ur paotrig 6 vloaz 'zo aotist, gant e dud-kozh o chom. goazen 'neus bet kavet familh degemer ebet evit ober war e dro. E dud n'hallont ket entent outañ 'kerzh ar sizhun rak labourat 'rankont ober hag un ampechamant 'neus ar vamm. Se 'zo kaoz emañ 'ba ti Jo ha Josée 'zo 70 vloaz tremenet bremañ. Stanket eo an doser 'ba servijoù ar vugaleaj en departamant. N'eo ket sikouret na skoazellet tud kozh Rafael. Start eo dezho ober war e dro a-hed ar sizhunvezhioù 'vel se. Tad kozh Rafael eo Jo Kermoal, o chom 'ba Plouzeniel. Muioc'h a displegadennoù gantañ ouzh mikro Erwan Blanchard.