Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 21.10.2019

2 vunud

Ti-gar nevez Landivizio, hervez ar gizoù a vremañ

Gant : Jerar Lahelleg

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Fin ar 'sun paseet 'oa igoret an ti hent-houarn nevez 'ba Landivizio. Pilet 'oa bet 'ni kozh 'oa erru dirapar. Kement-mañ 'zou frouezh ur c'henlabour etre kêr Landivizio, an SNCF ha Rannvro Breizh 'neus paeet 400 000 euros 'vit al labourioù.
Bommen 'zou un ti nevez flamm lec'h 'ma chom 24 dren a sav bemdez ha lec'h m'eo degemeret 300 beajour bemdez. An ti-gar 'ba Landi eo an ti gar kentañ war rouedad hent-houarn 'ba Breizh o vout savet 'vel m'emañ : Skañvoc'h eo an akipamant 'vit araok met goudor c'haller kaout 'ba ur sal c'hortoz, gant skrammoù da gelaouiñ ar veajourien, plasoù 'vit parkañ ar c'hezeg-houarn hag ur mekanik da werzhañ bilhedi. Dibaboù kreñv 'vit sevel un ti-gar modern hag a respont da ezhommoù an dud an deiz a hudu. Setu 'pezh 'displeg deomp Jerar Lahelleg, bez-prezidant Rannvro Breizh e-karg eus an treuzdougen. Gant Erwan Blanchard.