Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 24.10.2019

27 munut

E deun ar mor gant Teatr Piba

IFREMER - PIBAIFREMER - PIBA

Gant : Tomaz Kloareg, Mai Lincoln, Kristof Ar Menn, Charlotte Heilmann, Karine Dubé-Guillois

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Ar sizhun baseet oa komedianed an Teatr Piba o labourat hardî e Logelloù Perwenan, e hanternoz Bro Dreger. E-barzh ar greizenn arzel e oant degemeret pa oant o krouiñ o abadenn nevez, ur pezh-c'hoari da glevet, Donvor e anv. Un arvest diwar-benn ar vuhez zo ba deun ar mor, savet asambles gant skiantourien deus an Ifremer e Brest. Ur c'harned-beaj leun a varzhoniezh hag a sonioù...