Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 30.10.2019

13 munut

Ar Gurded etre Siria ha Turkia: un dazont forzh teñval

HuffpostMaghrebHuffpostMaghreb

Gant : Ronan Louarn

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Penaos emañ an traoù evit ar gurded ?

Ar bobl-se a zo an hani n'eus an niver brasañ a dud hep stad anavezet get ar broioù arall. Tro-dro da 30/35 million a dud a vehe kavet en holl, etre reter Turkia, Norzh Siria hag Irak ha kornog Iran.
Dreist àr lec'h disklêriadenn Donald Trump 3 sizhun 'zo, eo kroget an tagadennoù war bevennoù an tachennoù kontrolled get ar gurded, etre Norzh Siria ha su Turkia. Anvet an operasion « nevez-amzer ar peoc'h » get Recept Tayip Erdogan, c'hoant geton muntrañ pobl ar gurded. Aesoc'h d'en ober àr lec'h e vehe aet soudarded ar Stadoù-Unanet kuit ag ar vro.

Ohpenn 200 000 a dud a zo bet diblaset deus an dachennoù kontrollet get ar gurded, etre Kobane ha Ras al Ain.
Emglevioù 'zo bet kavet etre Bachar El Assad Donald Trump ha Vladimir Poutin, ha stenn ar jeu get ar prezidant Turk. Ranket o deus ar gurded n'em glevout get Siria evit gellet stourm a-enep d'an arme turk.
Pa vez diaes bras an traoù evit ar gurded e Bro Siria, eo spontus c'hoazh (ma vez tu) en tachennoù kontrolled get an Turked, tu a zo komz da vat a « nettoyage ethnique », hrewez Ronan Louarn, ezel ar gevredigezh Keneildedoù Kurd Breizh.

Miliadoù a djihadisted a zo bet toull-bac'het get ar gurded durant ar blezadoù paset. Ha gete bet diskâret Daesh, get sikour broioù arall. Displegadennoù get Ronan Louarn, doc'h mikro Enora Molac.