Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 04.11.2019

2 vunud

Katalunya: testeni Gael Simon (UDB) bet e Barselona eizhteiz 'zo

Gant : Gael Simon

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Hudu emañ Roue Spagn Felipe VI mont da vBarselona da geñver ul lid da reiñ prizioù. Ur veaj hag a vo lakaet dindan evezh braz ar servijoù polis, e kêr-benn Katalunya lec'h ma tarzh dibaoe div sizhunvezh fulor an dizalc'hourien. Ar stourmerien, boaziet da vezañ difeuls, o deus moarvat ar santimant da vezañ aet en un hent-dall. Ne chom ganton emet trouz an emgannioù gant an archerien evit bout klevet deus an estren vro hervez komzoù Elisenda Palunzie, prezidantez Asamble Broadel Katalunya, unan deus ar c'hevredigezhioù Dizalc'hourien galoudus e Katalunya.
Gael Simon, ezel deus ar strollad politikel rann-vroelour breizhad UDB, a zo bet ur sizhun 'zo e Katalunya, pedet 'oa da gemer perzh gant ar stourmerien 'bar manifestadegoù 'ba Barselona. Displeget 'neus da dTunvezh Gwlagen-Grandjean pegen pouezus eo ar c'hevredigezhioù dizalc'hour eno.