Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 06.11.2019

2 vunud

70 vloaz eo Emmaus ar bloaz-mañ !

Gant : Gabriel Bouroulleg

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

E bro C'hall a-bezh e vo lidet an degouezh gant ar c'humuniezhioù a-benn pemzektez ac'hann. D'ar 16 ha d'ar 17 a viz Du, e vo digoret o dorioù d'an holl gant ar gompagnuned. Evit Kumuniezh Kemper eo ur bloavezh ispisial gaozen 'vo lidet he 30 vloaz ouzhpenn. Gabriel Bouroulleg a zo ezel deus kevredigezh Emmaus Kemper. Kontiñ a ra penaos eo ganet Emmaus er bloavezh 1949, nebeut amzer goude ar brezel, deus mikroTunvezh Gwlagen-Grandjean.
Ur bern darvoudoù a vo e bro Gemper evit lidañ an 30 vloaz : ha kerkent bennarc'hoaz e vo skignet ar film « Nouvelle Cordée » diwar benn an tiriadoù hep-den-dilabour. Teul-film Marie-Monique Robin, sevenourez brudet, « Le Monde selon Monsanto » da skouer. Skignet e vo e sinema Katorza Kemper 'benndiriaou d'abardaez.