Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 12.11.2019

12 vunud

Filmoù berr da zont gant Aziliz Bourgès

Gant : Bernez Géry, Jeannot Flageul, Aziliz Bourgès

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Digwener oa Aziliz Bourgès hag he skipailh o filmañ e-barzh ar stal levrioù Le Temps qu'il fait, ba Melioneg. A-benn penn kentañ ar bloaz 2020 e vo kinniget e-barzh an abadenn Bali Breizh, war chadenn Frañs 3, un heuliad filmoù berr war-dro d'al lennegezh e brezhoneg. Bep gwech e vo filmet un emgav etre ul lenner, pe ul lennerez, hag ur skrivagner pe ur skrivagnerez... Ba Melioneg an deiz all oa filmet ur gejadenn fromus ha pinvidik etre ur paotr deus Rostrenn, Jeannot Flageul, hag un den deus Bodsorc'hel, Bernez Géry, hag a zo o paouez treiñ e brezhoneg ul levr gant ar skrivagner Fred Uhlman, bet ganet en Alamagn. Bernez Géry a lâr demp e santimant ur wech achu an tennad-filmañ.