Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 29.11.2019

11 munut

Keleier 8e30 vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

21 stourmer a-enep ar greizenn d'ober tredan gant gaz 'ba Landivizio 'oa bet klevet dec'h gant barnerien lez-varn Brest. Ar greizenn a zo savet diwar goulenn Stad Bro-C'hall ha Rannvro Breizh da geñver ar steuñv da broduiñ muioc'h a dredan 'ba Breizh. Daou afer 'oa da vout studiet war un dro.
Ouzh mikro Erwan Blanchard e oa Patrice Elegoet , Meven Cabon hag Anais Lohmann.
Selaouit ar pennad kaoz
A-benn warc'hoazh, 30 a viz-Du, 'vo dalc'het ur vanifestadeg vras e Pariz, evit difenn yezhoù « bihan » Frañs : « Evit d'hor yezhoù chom bev » e brezhoneg.
Selaouit ar pennad kaoz
Emvod foran a oa dimeurzh e Prat e kreiz Bro Dreger, evit labourat war ar soñj da sevel ur skol divyezhek er gumun 'benn an distro-skol kentañ, e 2020. Ul labour etre meur a gumun dalc'het gant ar sindikad triskol. O kinnig ar raktres oa ensellerien an deskadurezh stad, phillippe Robert ha Thomas Loyer asambles gant Guillaume Morin, e karg deus an diorren en Ofis Publik ar brezhoneg. Un tamm sell war an dra gant Roger Prad, maer ar gumun, atersed gant Yann Ber Gwiader en RKB.
Selaouit ar pennad kaoz