Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Pikous Dibikous - Pennad skignet d'ar 10.12.2019

42 vunud

Stourm Raymond Pouliquen hag e vab

Gant : Raymond Pouliquen

Pennad-komz kaset da benn gant : Tomaz Laquaine, Enora Molac

Raymond Pouliquen 'neus tremenet kazi tout e vuhez labour en embregerezh Triskalia e Groñvel, e kreiz Breizh. Ugent vloaz zo emañ o stourm a-enep ul leusemi. E vab, Noel Pouliquen, en deus labouret er memes lec'h eveltañ, deus 1983 da 2013. E 2015 en doa gouveet e oa taget gant ul liñfom, hag a zo bet anveet evel ur c'hleñved-labour e 2016. D'ar 4 a viz Du diwezhañ en doa embannet lez-varn Gwened e oa pennkaoz Triskalia da gleñved Noel Pouliquen, hag en doa graet ur mank ha na oa ket pardonabl o leuskel anezhañ hep gwarez ebet diouzh al louzoù chimik. Raymond Pouliquen, a gont deomp ur stourm a-stroll a-enep d'ar c'hleñved hag evit ar wirionez.