Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 31.12.2019

18 munut

C'hoarierien basket an UJAP Kemper a oa e skolaj Diwan Jakez Riou !

Gant : Keven ar Fur, Laouig, David Jackson, Skolajiadezed

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Daou c'hoarier skipailhad basket micherel an UJAP Kemper, o c'hoari war al live ProB, a zo deuet da skolaj Diwan Kemper da zeskiñ un tamm brezhoneg. Dre un emglev gant ar gevredigezh UJAP Keodedad e vez kinniget ar c'hoarierien da gemer perzh e buhez keodedel kêr Gemper. David Jakcson, o tont deus ar Stadoù-Unanet, ha Jimmy Djimrabaye, deus bro Kreiz Afrika, o deus o daou bet c'hoant da c'houzout hiroc'h diwar ar brezhoneg. Tunvezh Gwlagen-Grandjean a oa bet d'ober un droiad er skolaj d'an devezh ma oa bet ar gentell vrezoneg...

Keven ar Fur a zo ezel ar gevredigezh UJAP Keodedad, ha rener skol Diwan Kemper.

Laouig a vo klevet da heul, a zo kelener war ar sportoù e skolaj Diwan Kemper Jakez Riou.