Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.01.2020

15 munut

keleier 8e30 vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Sizhunvezh ar c'hounar a zo dalc'het dec'h c'hoazh e straedoù Liban
gant Youen Bris, studier war ar skiantoù politikel e staj e Beyrouth. Emañ deus mikro Neven Penneg.
selaouit ar pennad-kaoz
Gall a ra an tier forn chom digor 7/7, hervez diviz lez-velestradurel Roazhon
gant Philippe Gwegen, e penn ar stal "Pains et Kouign" e Kemper. Emañ deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Ar 6vet devezh harz-labour etremicherel a vo hiriv enep ar raktres lezenn war al leveioù.

Digoret vo 10 kamp nevez da zegemer divroidi e bro C'hres.

Kreskiñ a ra an niver a gunujennoù enep ar maouezed e Frañs, hervez an ONDRP.

Ur ragenklask justis a zo bet digoret war sujed Segolene Royal, da geñver he dispignoù evel ambasadourez ar poloù.

350 000 karr-tan n'int ket aet da dremen o c'hontrol teknikel er bloavezh 2019.