Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Bro Naoned aterset - Pennad skignet d'ar 29.01.2020

17 munut

Atersadenn Brieg Gerveno : Ur sonadeg e Kastell Duged Breizh

Gant : Brieg Gerveno

Pennad-komz kaset da benn gant : Marianne Vaidie

'VEL MA VIN setu anv pladenn nevez Brieg Guerveno deuet maez d'ar 24 a viz Genver. Ur bladenn dic'hortoz an hini eo.
Boaz omp da selaou rock / Metal gantañ... met dibaoe e bladenn ziwezhañ Valgori deuet maez e 2016 'neus bet tro Brieg Guerveno da labourat war a-bep seurt traoù ha da gemer e amzer evit kinnig deomp ur bladenn eus ar c'hentañ, troet war-zu ar folk ar wech-mañ.
Evit gouel mouezhioù Breizh e Naoned e tremenet Brieg Guerveno e Kastell Duked Breizh evit e sonadeg gentañ.
Dirak ur sal leun-chouk 'neus kinniget deomp ur sonadeg vrav spontus gant e "quatuor"; Bahia El Bacha er violoñsel, Stephane Kerihuel gant ar gitar tredan ha Camille Goellaen er c'hlavier.