Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 03.02.2020

10 munut

keleier 8e30 vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

21 den nevez klañv gant an deng war an Enez Reunion dindan ur sizhunvezh
gant Violette Berrou, diabarzhadezh er selvij prim e hospital Sant Pêr, en Enez Reunion. Emahi deus mikro Neven Penneg.
selaouit ar pennad-kaoz
Kuitaat e labour ha mont gant an hent
gant Loeiz Urvoa deus mikro Neven Penneg
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Bombezennet eo bet Gaza gant Israel en nozvezh etre disadorn ha disul.

Lezenn ar leveioù 'n em gav er Parlamant hiriv gant 22 000 amandamant.

Ar micherioù frank er straedoù hiriv enep ar raktres lezenn.

Ur chadenn tud zo bet savet disul da zifenn an hospital publik.

Ur stourmerezh Aita a zo bet galvet e ti an archerien disul evit bezañ bannet liv war ur c'harr-boutin Rann-vro.

Breit : Tennet 'n eus Gwernenez disadorn an aotreoù da besketiñ er morioù tro dro.

Sarret eo hent-tro-kêr Naoned dre gaoz da zourioù beuz.