Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 05.02.2020

45 munut

40 vloaz Stourm Plougoñ #2

Manifestadeg dirag lez-varn Kemper (Garreg)Manifestadeg dirag lez-varn Kemper (Garreg)

Gant : Jean Moalig, Fañch an Henañ, Elisabeth Kolin, Pêr-Vari Kerloc'h, Korantin Peoc'h, Nicole Garreg, Marie-Renée Belleg, Germaine Dreanton

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad, Tunvezh Gwlagen

40 vloaz 'zo eo bet treusfurmet buhez ur barrez vihan beg Penn-ar-Bed.

D'an 30 a viz Genver 1980 zo bet devet doser enklask foran kreizenn nukleel Plogoñ. Gant Radio Kerne e teuvomp en dro war an istor vojenel-se, en un heuliad abadennoù an Divskouar o Nijal, asambles gant tud ar C'hab pe ar broioù tro war dro, bet o kemer perzh en darvoud. E eil darn an heuliad-mañ, e vez kontet ganto maread an enklask foran en e-unan, c'hwec'h sizhunvezh a zo bet hir, deus an 31 a viz Genver d'ar 14 a viz Meurzh 1980.