Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 12.02.2020

2 vunud

Doareoù nevez da stourm evit al leveoù : gant aksionoù resis

poltred gant JM Clerypoltred gant JM Clery

Gant : Clotilde Grandjean

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Un devezh stourm broadel a vo a-enep ar raktres lezenn da chench ar sistem mont war e leve 'benn ar sizhun a-zeu, d'ar yaou 20 a viz C'hwevrer.

Mez izhpenn d'an devezhioù stourm braz etremicherioù ha broadel, e vez kaset aksionoù ingal e holl diriadoù bro C'hall, ha dizehan. Kazi bemdeiz e vez deus un oberenn stourm bennaket enep raktes lezenn ar gouarnamant. Kaset 'vez alies da benn gant strolladoù bihan, tud stag da un dachennad labour ispisial.
Hiriv da skouer e voe labourerien an Deskadurezh Stad e Kemper dirag an Ensellerezh Akademek. Stanket o deus dor ar savadur gant... ur berniad levrioù skol. Clotilde Grandjean, skolaerez, a zispleg dre gaoz da betra e vez brav dezho kaout ar mareoù stourm bihan-se ivez, ouzhpenn d'ar re vraz.