Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 13.02.2020

2 vunud

Eil dier e Pornaleg....

Gant : Laurence Berr

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

E bro C'hall n'eus lezenn ebet da zifenn d'an dud prenañ eil-dier. N'eus ket, evit an tier, deus ur gwir kent-prenañ da skouer, ur gwir « preampsion » evel m'en eus ar SAFER war an douaroù labour-douar. A-benn neuze n'hell ket ar c'humunioù divizout da biv vo gwerzet an tier, na reoliañ o frizioù war ar marc'had. Daoust d'an dra-se e klask skipailhoù kuzulioù-kêr 'zo ober ar pezh a c'hellont da veveniñ an niver eil-dier war o c'humun.

Laurence Berr a zo eil-maerez e kumun Pornaleg-Leskon, ur gumun deus bord ar mor e bro Vigouden. Emahi deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.