Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 26.02.2020

2 vunud

Dañjerus e c'hellfe bezañ virus nevez an tomatez evit al liorzhoù avat...

Gant : Yann Paulet, Anne De Sallais

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Dañjerus e c'hellfe bezañ virus s nevez an tomatez evit al liorzhoù avat ! Ajañs Broadel Surentez ar Yerc'hed, an Anses, 'n eus desachet evezh al liorzhourien dilun war Virus Frouezh Garv Rouz an Tomatez (ToBRFV). Riskl a zo c'hoazh gellet prenañ plant tomatez e Europa o tougen ar virus, dre ma n'eus ket bet lakaet e plas ar muzulioù surentez ken dibaoe miz Du. Ar virus lazher tomatez a zo erruet e Frañs pemzektez 'zo. E Penn-ar-Bed eo bet kavet ar c'hleñved, ha plant an tier gwer kontamet a vo distrujet gant an tan. N'eo ket dañjerus ar virus evit an dud, ha n'eo ket fall an tomatez klañv evit yerc'hed kenebeud, met dibosubl eo gwerzhañ ar frouezh produet gant ar plantoù klañv. Fall e c'hello bezañ evit ekonomiezh al labour-douar ma zeufe da vezañ streviet e pep korn bro C'hall.
Yann Paulet hag Anne De Sallais a zo produerien legumaj e Bro Gerne. N'eo ket ken bresk ekonomiezh o c'hêr evel ar re o c'hounid tomatez nemetken, emezo, dre ma 'z eo lieseurt o froduadur.