Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Ribine Records - Pennad skignet d'ar 09.05.2020

59 munut

Ribines Records : Rudval

Pennad-komz kaset da benn gant : Tud a youl vat Radio Naoned

Rudval eus Infinity Creation a ginnig e viks deomp.
Ganet e Kemper gant orinoù a Vro-Vartinik. Rudval 'zo e anv gwir Valère. Abaoe 2000 emañ eñ o seniñ evel Dj. Krog e oa da seniñ gant ur stil Ragga Jungle, Drum & Bass e bed underground Penn-ar-Bed e-barzh an tavarnoù, ar c'hluboù pe gant mignoned. Emezelañ a ra goude-se e meur a strollegezh ha kregiñ a ra da seniñ gante e kornog ar vro. Tamm-ha-tamm e kerzh e deiziadoù e klask seniñ doareoù nevez evel ar sonerezh House hag an tekno.
Distreiñ a ra da Naoned adalek 2009 hag aze e raio anaoudegezh gant e genseurted, ganto e vo krouet ar strollad PHILADELA, hag a vo kinniget da dud ar Bassmusic hag an Dubstep betek 2013. Hiriv emañ Rudval programmour arzel e meur a lec'h, Dj e-unan penn pe gant e vignon Zeppo.
Kinnig a ra deomp ur set doare afro-house, Techno-groovy pe c'hoazh blazioù sonerezh a-bep seurt.