Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 23.06.2020

2 vunud

Dilennadegoù en Oriant : Efedoù ar C'hovid-19 war ar prantad kabaliñ

Gant : Gael Briand

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

Emañ an dilennadegoù kêr o tostaat buan-tre. Disul vo aozet eil tro an dilennadegoù kêr e pep lec'h er vro. En Oriant oa en em gavet e penn an dro gentañ listennad Damien Girard « Lorient en Commun » ul listennad eus an tu kleiz troet war-zu an endro. 22,99 dre gant eus ar mouezhioù oa aet gantañ. War e lec'h oa en em gavet Fabrice Loher gant 20,83 dre gant eus ar mouezhioù ha div listennad all re Bruno Blanchard ha Laurent Tonerre gant 18 ha 17 dre gant eus ar mouezhioù. Chom a ra stok ha skok ar peder listennad a-raok an dro ziwezhañ. Goude ar prantad Kraouiañ eo cheñchet an doare d'ober kabali evit ar skipailhoù. Gael Briand e penn ar gazetenn peuple Breton a zo e 5 ved renk listennad Damien Girard. Displegañ a ra deomp peseurt efed en deus bet ar c'hovid 19 war ar prantad kabali... Displegadennoù gantañ deus mikro Neven Penneg.