Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn An divskouarn o nijal - Pennad skignet d'ar 29.06.2020

45 munut

Re a vrini-tour e Breizh-Izel ?

Ur vandennad brini-tour (foto : Steven Lecornu)Ur vandennad brini-tour (foto : Steven Lecornu)

Gant : Didier Goubil, Jean-Noël Ballot

Pennad-komz kaset da benn gant : Ar skipailhad

Komañset eo al labourerien-douar da vont skuizh gant ar brini-tour ! E Breizh-Izel 'zo bet dic'hastet meur a barkad maiz ganto ha setu oa bet dav hadañ en-dro. Met n'eus ket bet dizomajet den ebet evit an dra-se evit ar mare. Lod a gav da lâret neuze 'vefe dav lazhañ un nebeut re kuit dezho da zont re stank er vro. Pezh eo, n'haller ket ober drouk d'al lapoused-se sañset, peogwir int difennet gant al lezenn.
Petra ober neuze ? Jean-Noël Ballot, ornitologour e Breizh Vev, ha Didier Goubil, deus kambr al labour-douar e Kemper, a zo 'vont da lâret o soñj deomp diwar-benn an dra-se.