Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 29.06.2020

2 vunud

Gwashoc'h eo an haraliñ evit maouezed kêr

Gant : Lucile Nokilaz

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

Digwener diwezhañ oa bodet un 30 a vanifestourezed feminist e Pariz evit ma vefe lakaet ar sell gant ti-kêr Pariz war an heskinerez graet d'ar maouezed gant ar baotred e straedoù ar gêriadenn vras. E Pariz zo bet lakaet ouzhpenn 1500 taol kastiz abaoe 2018 abalamour d'an heskinerez graet d'ar maouezed er straedoù. Ar prantad kraouiañ n'eo ket bet evit gwelat stad an traoù. Lucile Nikolas a zo studierez e Brest, eviti hag ar maouezed all eo aet war gresk an heskinañ er straedoù abaoe ar prantad klozañ ha n'eo ket nemetken e Pariz. Selaouomp anezhi deus mikro Neven Penneg.