Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 02.07.2020

12 vunud

keleier 8e vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gounezet ur bloavezh tenn-anal gant an tañva d'ar brezhoneg
Gant Margaux ar Wern stummerezh er gevredigezh Mervent, ha Herve Naotroù, kenbrezidant ar gevredigezh KLT.
Emaint an daou deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean
selaouit ar pennad-kaoz
Aet eo Elmar Ternes, yezhoniour brezoneg Enez Groe, d'an Anaon
Gant Fañch Broudig deus mikro Neven Penneg
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en ouzhpenn :

E asant a zo bet roet dec'h gant ar c'huzul Stad, evit ma vo kresket frejoù Skol-Veur ar studierien estrañjour.

Un c'hred tailhoù a vo roet d'an tiegezhioù hag a c'houmanant da ur gazetenn.

Digollet vo un darn deus an tier-boued gant an asurañs Axa goude o c'holloù dre gaoz da enkadenn ar C'hovid 19.

Digresket eo gwerzioù ar pestisidoù er bloavezh 2019.

Dilennet eo bet Christiane Lambert en dro e penn ar sindikad labour-douar FNSEA.

180 den a zo bet harzet dec'h e Hong-Kong gant an aotrouniezhioù Chinad, 7 outo hervez al lezenn nevez war ar surentez broadel.