Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 16.07.2020

2 vunud

55 000 ¬ evit skoazell bagadoù ar Morbihan...

Gant : Didier Mercier

Pennad-komz kaset da benn gant : Neven Penneg

55 000 ¬ yalc'had a vo lakaet war an daol gant departamant ar Morbihan a 'benn skoazell an tri warn-ugent bagad ezel eus sonerion 56. Kalzig a arc'hant zo bet kollet gant ar bagadoù e Breizh abalamour da enkadenn ar c'hleñved red kovid 19. D'ar 7 a viz Gouere ziwezhañ oa bet sinet gant prezidant kuzul departamant ar morbihan François Goullard an aotre da reiñ an tri yalc'had warn-ugent da vagadoù ar Morbihan. Didier Mercier 'zo prezidant bodadeg sonerion ar morbian. Displegañ a ra deomp penaos eo bet aozet an doare da c'houlenn skoazell digant departamant ar morbihan. Hiroc'h gantañ deus mikro Neven Penneg.