Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 06.08.2020

10 munut

keleier 9e vintin

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Ar vugale ekempoù vakansiñ da vare ar c'horonavirus
Gant Alan Kassis, buhezourez, deus mikro Neven Penneg.
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezañ kavet er c'heleier-mañ en izhpenn :

113 den marvet, 4000 den gloazet ha 300 000 den hep ti : un devezh hanter goude tarzhadegoù Beyrouth e vez kontet an droukheuliadoù e kêr benn bro Liban.

75 vloaz 'zo e oa marvet 140 000 den e kêr Hiroshima, pa oa bet laosket bombezenn nukleel gentañ istor Bugel-den da gouezal war ar gêr Japonad.

LGBT : tri zen a zo bet lakaet dindan ensell e bro Pologn, evit bezañ goloet delwenn Jesus gant bannieloù liesliv.

Lakaet eo bet departamant ar Morbihan dindan evezh da geñver ar sec'hder gant ar prefeti.

Hiriv e vo dasparzhet gant ar Post 1,5 milion a vaskloù d'ar Vretoned ha d'ar Bretonezed o vezañ gant nebeut a c'hounidoù.

Difennet o deus Facebook ha Twitter skignañ ur video gant Donald Trump o tegas keloù faos war ar c'horonavirus.