Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 07.08.2020

2 vunud

Efedoù tommadur an Hin war ar skorn-redennoù en Alpoù...

Gant : Estevan Chapman

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Efedoù tommadur an Hin war ar skorn-redennoù (glacier) en Alpoù a zo da viken. Koll zo gant skorn meneier brasañ Europa abaoe 150 vloaz, met aet eo war fonnusaat e kerzh an 30 vloaz tremenet. Ar bloaz paseet en doa ar Giek embannet un danevell o reizhañ war an tu fall kresk an tamperadurioù da geñver e zanevelloù kent. Senario « etre » ar Strollad Arbennigourien war an Hin zo bremañ ur c'hresk a 3°C a-benn ar bloavezh 2100.
Met dizingal eo ar mod ma gresk an tamperadurioù hervez ar c'horn bro. En Alpoù eo kresket a 2°C dija abaoe 30 vloaz. E 2100 neuze ne chomo netra, kazi, deus ar 4 000 glasier a vez kavet eno.
Estevan Chapman a zo ur Breizhad o chom en Alpoù abaoe 5 bloaz. Rannañ a ra e skiant-prenet deus mikro Tunvezh Gwlagen-Grandjean.