Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 11.08.2020

2 vunud

Ar Goñvañsion Geodedel evit an Hin : ur beñveg a zemokratiezh nevez ?

Gant : Uisant Kreker

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Ar Gonvañsion Geodedel evit an Hin a zo he c'hinnigoù war an hent da fetisaat. 150 sitoyan a oa bet dibabet dre zegouezh gant ar gouarnamant goude luskad sokial ar Jupennoù Melen. Prederiet o deus e pad 6 mizvezh war ar muzulioù da gemer evit ma ne gresko ket re an tamperadurioù bedel. Goude ma vefe bet degaset 149 kinnig gant ar Gonvañsion, eo deut bremañ ar mare da lakaat an traoù en pleustr. Un emvod kentañ a zo bet dalc'het ur sizhunvezh 'zo etre 15 dileuriad deus ar Gonvañsion hag un nebeut ministred ha ministrezed deus ar gouarnamant, sindikadoù ha dilennidi lec'hel. Ur raktres lezenn a vo savet, a selvijo da lakaat da dalvezout un drederenn deus ar c'hinnigoù, ul lodenn all a vo graet war o zro gant Kuzul Difenn an Endro, krouet nebeut 'zo, lod all e-barzh ar Raktres lezenn war an Argantiñ, ha lod all c'hoazh war al live etrevroadel.
Uisant Kreker, eil-maer Kemper en karg deus an demokratiezh adnevezaet (renouvellement demokratique), a zo plijet gant ar beñveg demokratel bet implijet aze gant ar gouarnamant, daoust m'eo un tammig dipitet gant an disoc'h.