Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 21.08.2020

2 vunud

Ar skol-veur-hañv gant Rannvroioù ha pobloù Kengred 'zo 'ban Oriant adalek hudu!

Gant : Pierre-Emmanuel Marais

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Skol-Veur hañv ar c'hentrsollad politikel Rannvroioù ha Pobloù Kengred 'vo dalc'het 'ban Oriant adalek hudu. Aozet ar pempvet skol veur hañv warn ugent gant an UDB ar wech 'mañ. Un trizek bennaket a strolladoù politikel 'ya d'ober Rannvroioù haPobloù Kengred: anUDB, neuze met ivez strolladoù eus Bro-elzas 'vel Unser Land, Oui au pays Catalañ 'vit Katalunya pe c'hoazh strolladoù eus Korsika 'vel Femu a Corsica, Parti de la Nation Corse, strolladoù all eus Euzkadi, Savoie, Moselle pe eus Okitania. Ar bloaz 'mañ 'vo tabutet 'kerzh ar skol-veur hañv diwar benn an "Emrenerezh hag an etredalc'hiadegezh" (interdépendance). Hervez Pierre Emmanuel Marais, mouezh aotre an UDB ha eil-maer an naoned, sort darvoudoù 'zo a-bouez da derc'hel.