Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 21.08.2020

2 vunud

Boulc'het 'vo ar bloavezh melldroad Lig 1 fenoz!

Gant : Herve Lossec

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

Hudu 'vo roet lañs da gampionadoù melldroad a-vicher: Lig 1, Lig 2 ha National 1. Gant ar c'hrogad etre Bourdel hag an Naoned 'vo boulc'het ar bloavezh fenoz da 7e war dachenn ar Jirondined. Warc'hoazh 'vo tro Roazhon da c'hoari a-enep Lille; 'benn disul 'vo distro an Oriant e Lig 1 gant ur match a-enep Strasbourg hag ar Vrestiz 'zo o c'hortoz gant pres warno gwelout o skipailh war dachenn Nimes 'ba traon Bro-C'hall 'benn disul ivez. E-touez ar supporterien 'zo mall warno gwelout an ti zefs emañ Herve Lossec, hisser Stad Brestois anezhañ. 'Neus ket bet tro da welout e skipailh muiañ karet o c'hoari abaoe miz Meurzh. Gant un eil bloavezh eus renk e Lig 1 emañ Stade Brestois hag alies 'vez laret eo an 'ni diaesañ. Selaouomp 'nañ diouzhtu. Gant Erwan Blanchard.