Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 24.08.2020

2 vunud

Enki Bilal e Landerne : fin ar bed e liv glaz

Gant : Ronan Menardo

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

250 oberenn savez Enki Bilal c'haller mont da welout 'ba Fonds Helene hag Edouard Leclerc 'ba Landerne. Brudet eo, da gentañ, 'vit ar bandennoù treset 'neus bet tro da sevel 'giz Nikopol, Partie de chasse ha kement 'zo. Met 'ba Landerne eo e oberenn en he fezh 'zo da welout betek ar 4 a viz Genver. Un oberenn hag a zo levezonet kaer gant temoù 'vel ar politikerezh, fin ar bed, an transdenelezh met ivez gant al livioù glas ha griz. Gant Ronan Menardo 'neus graet Erwan Blanchard tro an diskouezhadeg. Selaouomp anezho diouzhtu o komz eus an diskouezhadeg.