Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 11.09.2020

2 vunud

Yaouankaet skipailh SKED !

poltred gant an Telegrammpoltred gant an Telegramm

Gant : Sterenn an Nedeleg

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

E miz Gwengolo eo 'vez roet lañs en dro d'an holl obererezhioù 'zo gant ar c'hevredigezhioù. Hag a-wechou e vez un digarez, penn kentañ ar bloavezh, da degemer tud nevez 'bar skipailhoù gopridi. Gant SKED, Ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh, 'ba Brest eo pezh 'zo c'hoarvezet.. Erru 'zo daou den yaouank : Tangi Gourtay 'raio war dro ar c'hontoù hag ar velestradurezh ha Trifina Baudu e-giz servij keodedel. Ar bloaz-mañ 'zo bet gopret ur genurzhierez evit harpañ ar rener. Sterenn an Nedeleg hec'h anv. Selaoump 'nezhi o tisplegañ ar c'hefridi 'zo bet fiziet enni. Gant Erwan Blanchard.

An dorioù digor 'vo aozet gant Sked 'vo dalc'het d'an 19 a viz Gwengolo etre 9e beure ha 5e d'enderev 'ba Pilier Ruz 'ba Brest.