Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 11.09.2020

11 munut

keleier 8e30 vintin

poltred gant an Telegrammpoltred gant an Telegramm

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Skol e brezhoneg gant kelennerien na ouzont nemet galleg !
Gant Tifenn Siret, dilennadez kêr an Henbont karget deus yezh ar brezhoneg. Un atersadenn gant Enora Molak e RBG.
selaouit ar pennad-kaoz
Yaouankaet skipailh SKED !
Gant Sterenn an Nedeleg, kenurzhierezh nevez Sked. Emai deus mikro Erwan Blañchard.
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezan kavet er c'heleier-man en ouzhpenn :

Hiriv e vo embannet gant Emmanuel Macron e zivizoù da geñver ar c'hleñved-red goude bezañ klevet alioù ar c'huzul difenn e kerzh an devezh.

An div drederenn deus an niver a spesadoù loened gouez a zo aet diwar wel dindan 50 vloaz.

Kemennet 'n eus groñs ar prefeti d'ar gevredigezh Rewild a ra war dro Zoo Pont-Skorff, mont deus ar reolennoù.

Ha n'eo ket echuet an hañvezh evit an holl ! Gortozet vez gant ar selvij Meteo Frañs ma vo uhel an tamperadurioù etre disul ha dilun.