Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 14.09.2020

2 vunud

Ur strollad UDB-EELV evit an dilennadegoù Sened

poltred gant an Telegrammpoltred gant an Telegramm

Gant : Maksim Touze

Pennad-komz kaset da benn gant : Erwan Blanchard

D'ar 27 a viz Gwengolo 'vo dalc'het ar votadegoù Senad. 162 000 dilenner 'zo 'ba Frañs 'vit anveout ar senedourien 'zo o sez 'ba Palez al Luksambour. 'Ba Breizh ne vo dilennadegoù nemet 'ba Aodoù-an-Arvor, Isle-ha-Gwilen ha Penn-ar-Bed. An taol-mañ 'neunt divizet an izili eus an UDB ha eus Europa-Ekologiezh-Ar re C'hlas sevel ul listenn asambles. C'hwec'h den 'ya d'ober al listennad evit Penn-ar-Bed, hag eo an ekologour, Kristof Winckler eus Landerne, hag a vo en he fenn. E-touez an danvez dilennidi e kaver Maxime Touze 'zo ezel eus an UDB. An emglev UDB-EELV 'zo 'ban tri departamant 'ba Breizh. Selaouomp Maxime Touze ouzh mikro Erwan Blanchard.

Ha surmat emañ an holl strolladoù politikel o prientiñ an dilennadegoù 'vo 'benn 2021 evit ar rannvroioù hag an departamantoù. Araok 'fin ar miz 'vo embannet sklaer strategiezh an UDB hag Europa-Ekologiezh 'vit an dilennadegoù se : mont asambles pe gant tud all.