Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 14.09.2020

12 vunud

keleier 8e30 vintin

poltred gant an Telegrammpoltred gant an Telegramm

poltred gant Laors Skavennegpoltred gant Laors Skavenneg

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Listennadoù UDB-EELV a zo e Breizh evit an dilennadegoù Sened
Maksim Touze deus strollad an UDB a zo war listennad Penn-ar-Bed. Un atersadenn gant Erwan Blañchard.
selaouit ar pennad-kaoz
Flapakarr : un heuliadenn nevez e brezhoneg war ar c'hengweturiñ
Gant Laors Skavenneg, rener arzel ;
Goulwena an Henañ, senarourez ;
Yann-Herle Gourvez, komedian.
Ur reportaj gant Tunvezh Gwlagen-Grandjean
selaouit ar pennad-kaoz

Ha da vezan klevet er c'heleier-mañ en izhpenn :

Adalek ar sizhun-mañ e korg ar vugale da vezañ priziet o gouiziegezhioù er c'hlasoù CP ha CE1, 6vet, 2vet ha CAP. Evit ur bern kelennerien eo re abred, div sizhunvezh goude an distro skol.

Adalek hiriv n'hello ket ar saozened bezañ muioc'h eget 6 den asambles war ar memes tro er memes sal.

E Europa 'n eus al laboratouer Breiz-Veuriad AstraZeneca adkroget gant an arnodennoù da gavout ur vaksin nevez.

Disadorn e voe distro al liv melen e straedoù bro C'hall !

Ur gwalldan a zo peget e hostel kozh an Terminus en Oriant.