Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 22.09.2020

2 vunud

Solidarités Paysans, ur pal braz ha brav

Gant : Robert Nikolaz

Pennad-komz kaset da benn gant : Tudual Karluer, Jean-Pierre Le Guyader

Dek deiz zo 'oa emvod hollek da vezañ gant ar gevredigezh Solidarité Paysans. Abalamour d'ar C'hovid 19 eo bet daleet hag ur mizvezh war-lerc'h 'tlefe bezañ dalc'het. Bepred eo sur n'eo ket diwar sort abegoù na vefe ket ezhomm da harpañ peizanted tapet diaes, pe vefe deus tu an arc'hant, pe vefe evit abegoù yec'hed, pe diaezamantoù all. Evit se 'mañ ar gevredigezh o klask mont da sikour ar re tapet ar fallañ. Robert Nicolas, deus Louergad, zo abaoe un toullad bloavezhioù o kemer perzh er gevredigezh, kement ha reiñ e skoazell da beizanted all. Kontañ 'ra deomp deus mod ober ar gevredigezh, deus mikro Yann Ber Gwiader, en RKB.