Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 23.09.2020

2 vunud

Ar gevredigezh « Les Papillons » 'ba skol Diwan Kemper

Gant : Keven Ar Fur

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Gwareziñ ar vugale eo pal ar gevredigezh « Les Papillons », « Balafenned ». Krouet oa bet nebeut tre a amzer 'zo e bro C'hall, a-benn mont enep an droug a vez graet d'ar vugale, an droug fizikel, a spered, pe reizhel. E Breizh eo bet douget ar memes raktres kerkent, diwar lañs un den, poliser deus e vicher, Mickael Lamouche. Dilun ha dimeurzh e oa e skolioù Diwan Kemper. Displeget 'n eus Mickael Lamouche da vugale an holl glasoù petra oa e bal, ha penaos e voe gant ar soñj lakaat anezhañ e pleustr. Kontiñ a ra rener ar skol Keven ar Fur penaos eo tremenet an emgav. Emañ deus mikro Tunvezh Gwalgen-Grandjean.

Kerkent ar sizhun a-zeu e vo staliet ar voestoù lizhiri e skolioù Diwan Kemper gant ar gevredigezh « Balafenned ». Er salioù sport e vint staliet ivez war gumun Kemper, ha gorotz a ra Mickael gellet ober kement-all e holl skolioù ar vro. A-benn neuze e ranko Mickael ha tud a bolontez-vat ar gevredigezh tremen dre ar memes mod e pep klas pep skol, da zisplegiñ penaos e c'hellont implij boest ar balafenned.