Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 24.09.2020

2 vunud

Nerzhioù ar produiñ filmoù e Breizh gant ur film : "Yalda"

Ar film a vro Iran Ar film a vro Iran "Yalda, nozvezh an distaol"

Gant : Morgane Lincy-Fercot

Pennad-komz kaset da benn gant : Tunvezh Gwlagen

Ouzhpenn e Paris e vez produet filmoù. E Breizh, daoust m'eo diaesoc'h kavout argant ha kaout rouedadoù da sevel ur raktres, zo aktourien nerzhus e industriezh ar sinema. Skouer ar film « Yalda, nozvezh an distaol » a zo unan mat. Ar film iranian-mañ, sevenet gant Massoud Bakhshi, a zo da zont maez er salioù du d'ar 7 aviz Here, 'benn pemzekteiz ac'hann. Gounezet 'n eus Priz Meur ar Juri evit ar sinema Bedel, er festival Sundance, er Stadoù-Unanet, ha kenbroduet eo gant un ti produiñ deus Douarnenez, Tita B e anv. Morgan Lincy-Fercot a zo karget deus dasparzhadur ar filmoù evit an ti Tita B. Displegiñ a ra penaos eo en em gavet un ti produiñ staliet e Douarnenez da broduiñ ur film iranian.

"Yalda, nozvezh an distaol", pe "la nuit du pardon" e galleg, a gont un istor gwirion ha spontus : penaos e tremen tud e bor Iran, kondaonet d'ar marv, e abadennoù tele, da c'houlenn ar pardon, gant ar spi napas bezañ kaset d'ar marv.

Kregiñ a ra hiriv an droiad e Breizh : dont a raio Massoud Bakhshi da Zouarnenez diriaou, evit kinnig e film asambles gant Fred Premel, unan deus kenbroduerien Tita.
E Lesneven e vo da c'houde, dirgwener, en ur skignadeg kenaozet gant Groupe Ouest, lec'h ma vo kaoz deus skritur ar film.
A-bennisadorn e vo e Sant-Ke-Porzh-Olued, douget gant Filmoù e Breizh.
Hag en TNB disul e Roazhon, skignadeg braz gant an ti dasparzhiñ parizian, Pyramide Films.