Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Atersadennoù - Pennad skignet d'ar 29.09.2020

15 munut

Ar repuidi ha repuadezed da vare an enkadenn yec'hed

Pennad-komz kaset da benn gant : Morgane Bramoullé

"Rein boued ha bod d'un estren
Zo bet lakaet e-maez al lezenn"
sed aze gwerzennoù tennet eus "Etre klenved ha yec'hed", ur varzhoneg savet gant Yan Ber Piriou, menneget gant Anaig Renou, a-youl vat, evit ar Cimade. Ar gevredigezh broadel e Frañs a ro sikour d'an embroidi. Aozet eo e rannoù e pep lec'h er vro.
E penn kentañ ar miz e oa bet embannet gant prefed rannvro an Hanternoz 'vije difennet d'al lodenn vrasañ eus ar c'hevredigezhioù reiñ boued d'ar repuidi e kêr Calais ha n'eo nemet ur skouerenn deus stad fall an traoù evit an embroidi hag embroadezed er mare-mañ. Ar prantad dispell hag ar reolennoù lakaet e plas dindan ar stad a zifrae yec'hedel a ra kalz droug d'an dud vreskañ, ar re baour, ar re zilojeiz ha dibaper.
Derc'hel a ra ar Cimade Kemper da reiñ sikour hag eo en em adaptet d'hor mod da vevañ gant ar c'hleñved red.
Un atersadenn gant Morgane Bramoullé.