Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Reportajoù Keleier ar Vro - Pennad skignet d'ar 26.11.2020

2 vunud

Rentet enor 'zo bet d'ar maouezed 'zo bet lazhet ar bloaz-mañ 'ban Oriant

Gant : Patricia Riou

Pennad-komz kaset da benn gant : Yuna Cojean

Manifestadegoù 'zo bet dec'h da geñver an devezh a-enep ar feulstêrioù graet d'ar maouezed. Pevar c'hant manifesterez ha manifester 'oa 'ban Oriant. Rentet enor 'zo bet d'ar maouezed 'zo bet lazhet ar bloaz-mañ. 'Ba plasenn Aristide Briand 'oa lakaet goleier war al leur. Seizh den ha pevar ugent o deus lazhet o wreg pe o wreg kozh e 2020. Patricia Riou 'zo dilennet e Ti-Ker Lann-ar-stêr 'zo e-karg eus ar c'hevatalder paotred-merc'hed. Displegañ a ra deomp perak eo pouezhus mont da vanifestiñ evit ar sujed se, emañ ouzh mikro Yuna Cojean.
Ar vanifestadeg 'ban Oriant oa bet aozet get sindikaoù hag ar genvredigezh "Nous Toutes". Un tamm pelloc'h 'ba Brest, 'zo bet ouzhpenn kant den o vanifestiñ.