Radio Breizh 5 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ

Abadenn Kronikenn arz - Pennad skignet d'ar 13.07.2010

7 munut

ART 7 Vincent Van Gogh

Le café de nuitLe café de nuit

AlmondAlmond

Pennad-komz kaset da benn gant : Ronan Menardeau, Lou Millour

Ul liver izelvroat e oa Vincent (Willem) van Gogh ganet e Groot Zundert (Izelvroioù) d'an 30 a viz Meurzh 1853 ha marvet en Auvers-sur-Oise (Bro-C'hall) d'an 27 a viz Gouere 1890.
E oberenn, a vez renket er goude-impresionism (pe goude-trivliadelouriezh), he deus bet levezon vras war liverezh an 20vet kantved.
Mab e oa d'ur pastor protestant ha klask a reas mont da zanvez-pastor d'ar Borinage, e Belgia. Met pa ne oa ket gouest da zelc'her d'e raktres ez eas da Bariz hag e krogas da livañ.