Radio Breizh 4 radio ar Vro

a ginnig deoc'h

An divskouarn o nijal

Mont pelloc'h gant ar c'heleier, testeniań eus buhez pemdeziek ar vro hag an dud. Setu aze pal an abadenn-mań a vez skignet bemdez da 12e ha da 6e noz. Gouel an Erer Kozh, manifestadeg labourerien-douar bio, stummadur ar vartoloded, dilennadegoł, beajoł ar Vretoned. zo e-barzh an Divskouarn o nijal kinniget gant Benjamin Bouard ha Tunvezh Gwlagen-Grandjean pe Erwan Blanchard hag Herve ar Beg (eus Arvorig FM).

45 munut

Abadenn diwezhań 03.06.2019

Kavalkad 2017Kavalkad 2017

Kavalkad Skaer 2019

Gant : Joėl Huiban

A-benn an 9 hag an 10 a viz Even 'vo ar C'havalkad e bourc'h Skaer. Tost kant vloaz 'zo vez dalc'het an dra-mań, an hini kentań a oa e 1923 ! Abaoe un nebeut a vloavezhioł ne vez ket renket 'met bep daou vloaz ken koulskoude. Met ingal eo ! Dont a ra kalz tud da Skaer kement-se evit an daou zevezh-se ! Se zo kaoz emań tud Skaer o labourat stert c'hoazh, evit achuiń sevel ar charioł bras a vo gwelet o pourmen e ruioł ar vourc'h.
Joėl Huiban a zo 'chom e Kervegent hag ar bloaz-mań neuze 'neus "degeremet" ur char en e garrdi. Kempennet eo bet ar c'hraou-moc'h ivez ha neuze en ennań 'vez savet an tammoł polistiren a vo staget deus ar char goude. Bet eo bet Benjamin Bouard o welet penaos 'oa an traoł du-hont.