Radio Breizh 5 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOŁ RADIO KERNE

a ginnig deoc'h

Pikous Dibikous

Pikous Dibikous

11 munut

Abadenn diwezhań 16.10.2019

Kendalc'h ha Warl' Leur ąr hent an eured

Gant : Tristan Gloaguen, Nadine Urvoas

Miliadoł a zańserion eh eus e Breizh, evit ar pezh a sell doc'h ar c'helc'hioł keltieg, korollerezh hag arvestoł aozet. 15 000 a dud a zo ezel deus Kendalc'h, 6 000 e Warl 'Leur.

E penn ketań, e 1950 e oe razh an dud e Kendalc'h, en o mesk Bodadeg ar Sonerion.l. E 1965, divizet get ur sammad mat ag an izili n'em zispartiań ha krouiń meur a kevredigezh, Warl 'Leur en o zouez.
Warl 'Leur ha Kendalc'h a zo dispartiet a-c'houde 54 blez. Deuet eo an div gengevread de vout e końkurańs : 2 kampion Breizh a zo. Ha 2 aozadur penn dor benn.

Disul oa bodet izili an 2 strollad evit komz ag ur fuzion, n'em lakaat asamblez en-dro. Un darvoud dreist-ordinal oa aozet e Pondi disul paset. Ohpenn 250 den enno, tomm ha yen get an ide. A-du eo tud an 2 aozadur evit lāret e vez graet ar mem tra gete. Ar mizioł da zont e vo labouret start gete evit monet e-biou o ziforzhioł.

Enora Molac deus RBG he doa komzet get Tristan Gloaguen, rener Warl' Leur, ha get Nadine Urvoas, preziadntez-kozh Kendalc'h.