Radio Breizh 4 radio ar Vro

AN HOLL ABADENNOÙ
Embanner
Brudañ ha skignañ
Sez sokial : Ti an Dourigoù, 57 straed Laeneg, 29710 Ploneiz
Rukad 443 186 838 00027
POE 6010Z
Atebeg an embann
Yann-Bêr Thomin, prezidant
Empentiñ ha sevel al lec'hienn
Penn raktres : Anna Jaouen, karget a genurzhiañ ha diorren
Diorren : Christophe Baratay
Graferezh hag enframmañ : Fabrice Véronneau
Trugarez da : l'Ina Atlantique ha Dastum evit o alioù a-fet empentiñ diazoù titouroù ha diellaouiñ ; Ofis Publik ar Brezhoneg evit an adlenn hag an troidigezhioù.
An titouroù war an amzer a vez roet deoc'h a drugarez d'al lec'hienn : http://www.meteorologic.net/
Darempredoù
An holl choulennoù a denn da brogrammoù ar radioioù, kerkoulz hag ar c'hemennadennoù d'ar gazetennerien, ar chemennadoù berr, ar goulennoù keveliñ gant ar radioioù ha kement zo, a zo da gas war-eeun d'ar radioioù : an holl zarempredoù en ur glikañ amañ
Evit kement goulenn, evezhiadenn pe kudenn deknikel war mont en-dro al lechienn Internet pe skignadur ar radioioù war-eeun, kit e darempred gant technique@radiobreizh.net
Gwareziñ ar roadennoù personel
Gallout a ra RadioBreizh dastum titouroù personel evit kas da benn vat ar servijoù kinniget war e borched Internet.
Gallout a ra RadioBreizh kas titouroù d'e radioioù-ezel : Arvorig FM, Radio Bro Gwened, Radio Kerne, Radio Kreiz Breizh, evit ma c'hallo ar radioioù-se ober war-dro ar goulennoù kaset dre ar porched Internet.
Ne vo ket treuzkaset pe gwerzhet titouroù personel evit abegoù kenwerzhel.
Hervez al lezenn niv. 78-17 eus ar 6 a viz Genver 1978 a denn dar stlenneg, dar fichennaouegoù ha dar frankizoù, hoch eus gwir da enebiñ (mellad 26 eus al lezenn), gwelet (mellad eus 34 da 38 eus al lezenn), ha lakaat reizhañ (mellad 36 eus al lezenn) ar roadennoù a denn deoch.
Evel-se e challit goulenn groñs e vo reizhet, klokaet, sklaeraet, hizivaet pe diverket ar roadennoù a denn deoch hag a zo direizh, diglok, forchellek, diamzeret pe a zo berzet dastum pe implijout, kemenn pe mirout.
Evit lakaat ar gwir-se da dalvezout, kit e darempred gant :
Brudañ ha skignañ
Ti an Dourigoù
29710 PLONEIZ
Gwirioù oberour
An elfennoù zo war al lechienn-mañ evel an testennoù, ar sonioù, ar skeudennoù, ar videoioù, ar sonerezh, ar meziantoù hag an diazoù roadennoù zo perchennet gant Brudañ ha skignañ ha/pe gant e gevelerien.
Aotreet eo eiladuriñ tammoù eus al lechienn-mañ, selaou pe pellgargañ un abadenn da skouer pa vez aotreet den ober en un doare splann gant ma vint miret strizh evit un implij titourañ ha/pe prevez lakaet er-maez an implij anezho evit ober bruderezh ha/pe kenwerzh, ha/pe e vint hervez diferadurioù ar mellad L. 122-5 eus Kod ar Berc'henniezh Kefredel.
An embanner hag e radioioù-ezel, piaouet ganto gwirioù korvoiñ ar produioù son, a aotre hag a vroud ar gelennerien hag ar skolidi, pe neus forzh peseurt kevredigezh nann-kenwerzhel, da implijout ar programmoù son kinniget war al lechienn www.radiobreizh.net evit abegoù pedagogel, studiañ hag enklask. Er chredadoù ez eo ret menegiñ, dre skrid pe dre gomz : titl ar programm son, an oberourien (animatourien-kazetennerien) / ar radio(ioù) bet produet ar programm gantañ(o) / hag al lec'hienn www.radiobreizh.net.
War-bouez an diferadurioù amañ a-us eo difennet groñs eilañ, kinnig, implijout pe kemmañ e nep doare e vefe ha war nep skor e vefe, al lechienn-mañ penn-da-benn pe un tamm anezhi hepken, an holl oberennoù zo diouti pe ul lodenn anezho hepken, hep kaout asant skrivet Brudañ ha skignañ ha/pe piaouer ar gwirioù en a-raok.
Nep treuzklozadur, ne vern pe stumm e vefe, zo difennet nemet e vefe aotreet gant Brudañ ha skignañ en un doare splann ha dre skrid.

Embannet d'ar 04-04-2011
Hizivadenn : 02-07-2015