Radio Breizh 4 radio ar Vro

ROLL KLOK ABADENNOÙ RADIO BRO GWENED

RADIO BRO GWENED Tostik-tra deoc'h !

Emañ RBG é klask daou animatour.

Setu an daou bost-labour da bourveziñ :
1. Un animatour evit gober àr-dro un abadenn a lak mouezhoù an dud, brezhonegourion a-vihanig anezhe, da vout klevet. Istoerioù buhez dastumet ba tier an dud.
Barregezhoù :
Komz, lenn ha skriviñ brezhoneg bro Gwened,
Bout gouest get an urzhiater,
Skiant-prenet ba bed ar radio daet mat,
Bout koutant da gomz get an dud,
Labourat en ur feson emren ha gober kinnigoù,
Kontrad 24 euriad/sihun,
Aotre-bleniañ hag oto dre ret.
24 eur bep sihun (Kevrat didermenet he fad)
Post da bourvezañ d'ar : 5 a viz Gwengolo.
Gobr hrevez kael ar gobroù e kenemglev ar radiodiffusion.

Evit reskont d'ar galv-mañ, kas ur lizher hag ur CV e-raok an 9 a viz Eost da Cécile Goualle : cecile@radio-bro-gwened.com

2. Un animatour d'ober àr-dro d'un abadenn sonerezh, (doereioù sonerezh, atersadennoù) ha da labourat àr roll ar sonnenoù (playlist) er radio.
Barregezhoù :
Komz, lenn ha skriviñ brezhoneg bro Gwened,
DBY live 5 pe ur live yezh kevatal.
Bout gouest get an urzhiater
Skiant-prenet ba bed ar radio daet mat
Bout koutant da gomz get an dud
Labourat en ur feson emren ha gober kinnigoù
Kontrad 24 euriad/sihun
Aotre-bleniañ.
24 eur bep sihun (Kevrat didermenet he fad)
Post da bourvezañ d'ar : 5 a viz Gwengolo.
Gobr hrevez kael ar gobroù e kenemglev ar radiodiffusion.
Evit reskont d'ar galv-mañ, kas ur lizher hag ur CV da Cécile Goualle : cecile@radio-bro-gwened.com



Keleier-holl RADIO BRO GWENED